DISPLEG An NAER-VIBER BERUS/An NAER- VRO KOLIE KOLIERET

Natrix natrix.........................................................Vipera berus

Pegwir int an daou rummad ar muia kavet e BREIZ, a ziabell,e tal ar boan selled a dost keñver ha keñver ouz diou (h)ouenn famill disheñvel krenn e meur a dra LEHIOU-BEVA-(biotopou) : War an tu-ze,tra-dibar etrezo,kaved e vezont e meur a leh dre ma 'z eus bod ha loj awalh .

LEHIOU gleb strouezuz ;LANNEIER tevenneg pe BEVENNOU AR HOAJOU,a blij da gement hini anezo braz awalh;difeson int war gement-ze. Pa vezont yaouankig evelato, an naëred-bro kolieret a jom tost d'an dour;evid gwir e'leh ma kavint kig-fresk(,raned,gwezklivi) euz o doare,ha goudor mad.An naered-viber bihan avad n'int ket alato ken staget ouz ar mêmez lehiou, e bea ma 'z'int niveruz en tuiou-ze dreist ar muia,e peleh e vev glazarded awechou nevez-ganet(ha nann dosvet),eun tamm lein lip e bao 'vito. Bez e kaver ive sarpanted euz an daou zeurt ,med nebeutoh avad ' tal ar hleuziou tro dro da barkeier labouret.Pa zivorfilont euz o housk-goañv( an deiz abreta gwelet wardro BRO-VREST eo:20 a viz c'hwevrer),'heller kavoud niveruz awalh naëred-viber ha naëred-bro,o tommheolia epad an deiz abez .Goudeze, eun nebeud hiniennou a jomm war blas,ar re-all a za da glask eul leh-beva all a zoare .

Ar viber Berus ,dre he mod orinadur(o rei ginivelez 'velti )'neus gellet paka ar broiou pella war-zu Anternoz an Europa; pegwir en eur zelher en he mammou ,beteg ar poent diweza he re-vihan(embryons),ar re-mañ a denn gounid euz goad reized o mamm ,e keñver tems o horf.Evid an naër-zour ,hag a zo dozverez,eo eun affer all;peleh defi ar viou !ar muia posubl e vezont lakeet en eur leh klouar,a hello rei gor (evel eur bern teil lakom, pe gouzel o vreina).

DOARE D'OBER O doareou d'ober disheñvel kenañ, a zo melezouret gand dremm o horf. An naër-viber 'zo kalz poutoh ha tentet da jomm dizeblañt araog dibab tehed marteze abalamour ma gav d'hi ne vo ket gwelet. GWIR EO he sae rouz a hell dezi, beza kemeret evel ar gouzel raden 'ma-hi warnañ.Ne ra van nemed na vefe war-dro nao baz (awechou kalz nebeutoh) etrezi hag an direñker.An dra-ze a zo hervez peseurt doare dañjêr a zeblañt erruoud a dra-zur,ma teu an douar da grena,diwar goust eun benag o lopa gañd e dreid,an naër-viber a vo war evez ,setu êz kerzet eviti, a-dal ma teuio an dañjer da resiza.Er hontrol,hi a hell ive mad awalh,chom hep fiñval, ma 'z eus unan benag war e zrez ha sioul kenañ o tostaad,pe c'hoaz tehed ken sioul egetañ.An dra-mañ 'n'em gav dreit-oll,trum goude ar goañv,pa vez an naëred o tihun euz o maro-mig,hag oh heoliata 'hed an deiz,setu dezo keuz da dehed kuit. A-dall ma 'z'eus amzer glouar(ouspenn 15 derez..) e weler o tigouezoud awechou naëred -viber ha naëred-dour er mëmez leh.Evid gwir,an daou rumm sarpañt goude ma 'vefe'goloet an amzer 'zo gouest da gavoud eul leh goudor,eun tamm war ziribin peleh' hellint 'n'em zispaka a hed korf, o hozteziou pladet,'vid rei ar brasa ledander d'ar bannou heol a dreuz ar goabrenn .An naër-viber , a zeblañt beza kreñvoh c'hoaz eged an naër-zour war gement-ze . Arabad añkounahad, ez eo red da loened-stej ar broiou temz-amzeret (egiz re an dezertou) , ijina eur pleg-mad reizeg efedusoh eged hini o henzorted o veva er broiou tropik glebog,e peleh 'z'eus nebeutoh a jeñch-dicheñj gañd temz an amzêr .Med zoken en eur vro evel bro-Hall sarpañted euz an heveleb seurt,a-no doareou beva disheñvel,hervez pe'm'aint en hañter-noz ar vro,pe er hreizteiz .

Da skouer, evid nompaz gouzañv ar hor, 'vo grêt epad an noz ar pez a vefe re galet dindan an heol (klask bevañz diwar bouez loened munud). An naër-vro kolieret 'neus eur horf miztroh hag eul lost hirroh eged re an naër-viber,setu hi ' zo barrekoh 'vid eun dirampadenn zifre An diforh-ze a zispleg berr ha berr an doareou ober o deus an daou zarpant e kement tra 'reont An naër-vro 'zo gouez awalh,dillo da dehed,ha gouzoud a ra 'n'em zistenna buan-tre euz eur stad diskuiz .Bez 'heller beza surprenet pa deh evelse en eun taol- kont , ha trouz ouspenn ganti ,rag o veza ma 'n deus eun troatad muioh a bleg mad ,eged an naër viber, 'vid tehed ouz pep trubuil , gelloud'ra ive gortoz eun tamm' ha loha nemed pa 'mañ an dañjer tost mad outi(evel pa vez dihunet en eun taol-trumm) Kemm 'z eus ive etrezo en o doare-jase; ar 'viber'ra war hed 'n eur gregi frañg en he loened-tapet (krignerien,gwesklivi,glazarded),ha lesker ar binim d'ober e efed araog mond d'o hlask diwar lerh ;padal an naër-zour( pe vro) ne hell konta (pegwir'neus tamm binim ebed) nemed war tiz he arzaill 'vid paka gwesklivi, raned pe besked ar poull-dour m 'emei êt ebarz heb kalz a zouzder.

A hend-all ,gouzoud a reer pegen marlonk eo an naër-vro golieret ,diwar eñvoriou a goz, eo gouest da lonka na ped ha ped gwesklev hep eana,man 'deus tro-vad ,warlerh eur seurt taol,beh dezi kerzed divorfi l.Ma vez dalhet e kaoued ne vo ket en he bleud,kastizet ma 'zeo gand he youl fero ha pennkaletoh eged hini ar "viber".Klask a ra heb ean mond er mêz euz he frison ha pelloh amzer ' lako da gaoud he merkou eged ar"viber", oumañ a gav buannoh al lehiou goudor hag ar re tommet brao , gouzañv 'ra ive buannoh beza war wél gand arvestourien "frioukerliñ"lod anezo,war-dro he haoued, eleh ma weler an naër-zour o skara dillo 'n'em zoucha a-veh ma teu eun benag demdost dezi da vihana er zizuniou kenta .Ar"viber Beruz"ma ne hell mond tu pe du,a glas-ko flemma heb ean pep tager, hag etre pep taol flemm heh esao tehed da vad. Peurliesa,ar gont a vinim a vez flistret evelse 'zo kement ha kement gañd derez an argad n'eus gouzañvet ,da vihana m 'en deus gellet kregi ,rag ma 'zeo bet re eñkrezet, he flemmaden a zeblant beza diskempennoh ha nebeutoh resis eged pa vez o klask he boued . Ouspenn mêmez,ar gont binim flistret a hell beza goullo ma hi ne zent ket beza re e riskl , neuze eviti ne fell dezi nemed rei aon( skei a hell mêmez genou serret),Koulskoude ,ma vez maneetdivergont pe gwasket en he horf ,he stlapo kalz bilim epad an hanter zegondenn ma pad ar hrog( an dra-mañ, dreist-oll ma 'mei flastret 'dignan botez eur baleer benag. An naër-vro, hi avad, a zispako meur a dro-gamm 'vid dichap kuit deuz kraban an tager;ma ne hell ket, heh en em rodello warni he-unan ,o tiskouez ez eus kounnar enni hag o puffal kreñvoh kreñva, hag awechou oh ober an neuz da zailla med genou serret atao.an alies tra 'vez gwelet eo evelse;med hiniennou-zo, dreist-oll etouez ar re yaouank,a c'hoario `maro mig::ar genou digor braz,an teod a zistribill,hag oh en em lesker da veza troet ha dizroet rollet ha dirollet `vel eun neudenn heb tamm fiñverez ebed.Eun dro-gamm evelse,a hell touella eun den heb skiant-prenet war gement-se,ha neuze dioual ,om ostrogell a zarpant lesket trañkillig-tra ,da gemer endro alan,ha da garza fonnus fonnusa. Arabad kredi,an teir zro-vad anavezet-ze n ìnt ket bet c`hoarvezet a heul da heul,`vel en eur gontadenn ,peogwir lod `ra `maro mig`' `kerkent ma `mein paket ,pa `z eus lod all a glask tehet kuit euz an daouarn en eur duffal kement ma hellont ,heb biken c`hoari `cheu varo'. Lavared a rañkan e meus gwelet an dra-ze an aliesa etouez ar re yaouank egetoh etouez ar re deuet da vent. LOENEDIGOU ALL