Oberiou gand bugale ar skoliou
Setu amañ damskeudennou euz va zroiou-kelenn er hlassou SKOL VOHARZ (dereziou 1 ,2,3,4,5).Mond war roudou an naëred gand tud war an oad dre ar gevredigez S.E.P.N.B.Breiz a zo ês a - walh beb bloaz,med en ober gand bugale ar skol ‚zo eun afer all.Rag mond war ar mêz ganto a ro tro dezo d'ober eur valeadenn farsuz ,eun doare eun tammig "Skol Louarn",re zrouzuz evid gelloud selled piz ouz naëred heb na tehfent kuit . …
Setu eo êsoh mond war zu ar skolidi en o zi-skol,e serr eur rol `Skiantel an Natur'. Aze 'heller poueza striz war an diffoh etre `naër-zour, ha naër-viber,ha penaos `n'em gemered `vid o dostaad,pe `n'em ziwall diouz o flemmadenn, en eur ziskouez skeudennou dre videoiou,fotoiou,hag evel just leoriou, med dreist-oll a dra-zur o tostaad outo beteg floura anezo.Ya ,gwella tra eo kement-se ,lakaad ar vugale,o fri warno evid pourchas an tamm aon o deffe,hag ar sorhennou sanket en o fennou ... Evid -se e rañker kavoud loened nebeud amzer araog an abadenn (d'ar muia eisteiz),ha c'hoaz n'ompaz o delher er gêr ouspenn diou zizunvez; ha goudeze naëred -dour ha naered-viber a vez douget endro beteg al leh ma 'z edont.Evel-se eur baborez -viber Beruz`neus gellet keja gand meur a glas skol a vloavez da vloavez Sellit :Ar hlas 'zo goullo,med al lokou-douar,al leoriou, ar fotoiou hag ar videoiou 'zo war an taoliou! ne vañk mui nemed ar skolidi! Emaint bremañ en o flaz: An daoulagad lemm flamm hag an diouskouarn digor, war evez neketa!
SELAOU AHANON A REONT ;;;;;;;;
med nompaz re bell,rag ar pez ' blij dezo .....
TOUCH ..... ....
DESKI .....
evid, 'n'em ZEBEZA...ha nompas